Start ar jeu evit anvioù-lec’h ar vro
Abaoe kantvedoù o deus bet hon anvioù-lec’h brezhonek da c’houzañv diwar ur politikerezh gallekaat. War fonnusaat ez a diskar an hêrezh dibriz-mañ er mare-mañ gant savidigezh ar c’humunioù nevez, astenn ar c’hêrioù, politikerezh ar Post, lezober ha diouiziegezh ar Vretoned…