Trouz a zo e Breizh evit difenn an ospitalioù-bro. E Landerne, Gwengamp, Karaez, Lannuon pe c’hoazh e Ploermael e sav ar boblañs a-enep serridigezh ar servijoù gwilioudiñ.
Dirak ti-kêr Landerne e oa deuet ur bagad tud armet gant o disglavier. D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh, mesk-ha-mesk, e oa labourerezed ha micherourien an ospital, babigoù etre divrec’h o zud, sindikalourezed ha kenwerzhourien. Deuet e oant holl evit diskouez fraezh pegen stag int ouzh o ospital hag embann o c’hounnar. N’int ket evit asantiñ e vefe serret servij gwilioudiñ ospital Ferdinand-Grall Bro Landerne.
Adalek al Lun 3 a viz Ebrel e vo serret, evit ur mare, ar servij-se abalamour d’ur mank a anesteziourien hag anezteziourezed. Ne zeu ket a-benn an ospital da gavout medisin.ez.ed arbennik abaoe pell met dont a rae a-benn da dalañ ouzh an ezhommoù o paeañ goproù koustus da anesteziour.ezed.ien frank. Kement-se a vo diaesoc’h da genderc’hel d’ober adalek deroù miz Ebrel pa vo lakaet al lezenn Rist e pleustr. Evit gwir e vevenno krenn al lezenn-mañ goproù al labourerien.ezed frank a ya d’an ospitalioù da labourat. “Ar c’hopridi, ar maouezed dougerez hag ar boblañs eo a vo skrapet evel ostajoù abalamour d’an diouer a bellwelerezh a-berzh ar velestradurezh ospital” a embann, en ur gemennadenn, ar sindikadoù kevredet.
“Ar c’hopridi, ar maouezed dougerez hag ar boblañs eo a vo skrapet evel ostajoù abalamour d’an diouer a bellwelerezh a-berzh ar velestradurezh ospital”
E Landerne, prezegennoù lañsus a oa bet evit displegañ ar rag hag ar perag eus ar vodadeg. E-touez ar vanifesterien hag ar manifestourezed a oa deuet da selaou e oa Patrick Leclerc, maer Landerne ha Melanie Thomin, dilennadez pastell-vro Kastellin. Ne oa ket bet gwelet Graziella Melchior, kannadez bro Landerne avat. Ha ken diaes-se e oa d’an dilennadez eus Renaissance en em ziskouez e-mesk ur strollad tud ken kounnaret a-enep he gouarnamant ? “N’emañ ket en arvar ti-gwilioudiñ Landerne na bremañ na diwezhatoc’h” emezi krak-ha-berr en ur gemennadenn Facebook. Gaou pe gwir, ne vefe ket degemeret gwall vat Graziella Melchior, marteze a-walc’h. Klozet e oa bet frapad ar prezegennoù gant ur flash-mob lusket gant ar ganaouenn I Will Survive kempennet gant pozioù a-enep adreizh al leveoù.
Stourmoù o tiwan ha stourmoù o kenderc’hel
Diwar ar memes abegoù hag e Landerne – an holl anestezourien hag anestezourezed a labour gant kevratoù etreadegat – e oa bet etre 5000 ha 10 000 a dud e Karaez d’an 18 a viz Meurzh diwezhañ. Ouzhpenn 3000 a dud a oa bet e straedoù Gwengamp pemzek deiz zo ivez. “Kudennoù arc’hant a zo gant an ospitalioù, sklaer eo. Met arabat soñjal en dra-se nemetken ha disoñjal buhez tud ar vro” a zisplege dija Helene Gwichaoua, medisinez ar merc’hed ha renerez servij gwilioudiñ Gwengamp, en ur pennad evit Dispak e 2019. Pouezus e oa an ospital-mañ evit yec’hed ar boblañs pevar bloaz zo, ha ken pouezus all eo hiziv-an-deiz !
Ne chomo ket diseblant ar Vretoned all evit difenn an ospitalioù all zo en arvar kredapl. Klañvdiourezed ospital Karaez o doa stlejet dre straedoù kêr ar c’hatapult bet implijet e 2008 dija evit diskouez pegen mennet int da zifenn o ospital. Daoust hag ezhomm a vo da sevel ur vannerez vrasoc’h c’hoazh evit ma vefe klevet fulor ann dud gant ar pennoù bras ?
Ur mor a dud a zo o tiskenn ar straed vras e Karaez evit difenn an ospital hag an ti gwilhoudiñ. pic.twitter.com/9zk3PxVpjX
— Radio Breizh (@RadioBreizh_bhs) March 18, 2023