Un dresadenn-vev zo bet embannet er bloaz-mañ diwar-benn ur vanifestadeg vicherourien a oa c’hoarvezet e Brest e 1950, da vare adsavidigezh kêr. Lazhet e oa bet ur micherour e-kerzh ar vanifestadeg, ar pezh en deus merket istor Brest. René Vautier zoken a oa bet o filmañ ar vicherourien evit dougen testeni eus o stourm.
Diskouezet eo bet an dresadenn-vev war ar chadenn Arte, en atalerioù ar Gabusined e Brest pe c’hoazh e Douarnenez da vare Gouel ar Filmoù.
Un dresadenn-vev e galleg ez eo ar film-mañ met e-touesk an aktourien o deus bet roet o mouezh d’an tudennoù pennañ, lod a oar brezhoneg ivez. An eilmouezhier Klet Beyer an hini eo a vez klevet e genou P’tit Zef, haroz an istor. Klet a zo bet aterset da vare Gouel ar Filmoù ma oa bet diskouezet ar film dindan an amzer. Leun-chouk e oa al leton dirak ar skramm bras.