Un hañvezh e brezhoneg

N’ouzit ket petra ober e-pad an hañv ? Peadra zo da zizoleiñ e Breizh, hag e brezhoneg ouzhpenn ! Na dermit ket, plijadur a vo !

 

Stajoù evit ar re vras…

Stajoù brezhoneg
War-bouez re KEAV hag ar Falz, bez’ e vo eus an holl stajoù er bloaz-mañ.

Daoust d’ar virus e vo dalc’het an darn vrasañ eus ar stajoù evit deskiñ brezhoneg e-pad an hañv. Un digarez a-feson da gejañ ouzh brezhonegerien ha brezhonegerezed a bep lec’h, youl gante da vont war-raok gant ar yezh. Stajoù zo zo graet evit deraouidi ha deraouadezed krenn zoken.

An holl ditouroù a c’hallit kavout war lec’hienn DAO.bzh pe dre ar PDF-mañ.

… Hag ar re vunud

Kreizennoù vakañsoù 2020
Daoust d’an enkadenn e vo dalc’het kampoù vakañsiñ evit ar vugale.

Plasoù a chom ivez evit ar c’hampoù vakañsoù a vez aozet bep bloaz gant an UBAPAR. Siwazh, ul lodenn vras anezhe zo bet nullet hag al lodenn all eus ar c’hampoù zo klok dija setu hastit buan ! Digor eo ar c’hampoù d’ar vugale adalek 6 vloaz. Marc’hegañ, dañsal, bezañ war vord ar mor pe er c’hoadoù, pep hini a gavo h·e lod !

Kreizenn Dudi Gwengamp a vo digor e miz Gouere ivez, eus ar 6 d’ar 17 evit degemer ar vugale etre 3 ha 10 vloaz. Ur sizhun sirk a vo kinniget ganti e fin miz Eost ivez evit ar vugale etre 4 hag 11 vloaz.

Pourmen dre ar vro 

Ma n’eo ket deskiñ ar yezh a fell deoc’h met ober ganti e c’hallit mont da bourmen en ur vrezhonegañ ! Meur a valeadenn hentet a vo kinniget e-kerzh an hañv, da skouer :

E Ploumanac’h e c’halloc’h dizoleiñ ar greunvaen ruz hag an aodoù a-drugarez da Vleuñvenn Konan. Endervezhioù digoust evit ar re dindan 6 vloaz a vo kinniget. Ar baleadennoù a vo graet d’an 13, d’ar 27 a viz Gouere ha d’an 10 ha 24 a viz Eost. Lod zo raktreset e miz Gwengolo zoken ! Muioc’h a ditouroù o skrivañ da bleunvennkonan@gmail.com.

Baleadennoù divyezhek a vo d’ar Sulioù 12, 19 ha 26 a viz Gouere e Langazel, Tremaouezan. Aozet int gant ti ar vro Landerne-Daoulaz. Baleadennoù kontet ha sonet a blijo d’an holl a-dra-sur. Digor d’an holl eo ha dieub ar priz. Enskrivadurioù dre bellgomz.

Bro-Naoned a c’halloc’h gweladenniñ ivez a-drugarez d’ar baleadennoù hentet a gaver war al lec’hienn ganti ar memes anv. N’ho po ezhomm eus netra estreget ho poellgomzer. Kinnig a reer deoc’h mont da welet monumant koshañ Bro-Naoned ; Abati Deaz e Sant-Filiberzh. Daoust ma n’eus nemet ur valeadenn e brezhoneg evit poent war al lec’hienn eo puilh an danvez ha lod all a vo da zont sur a-walc’h !

Lod eus mirdioù Breizh a c’hall bezañ gweladennet e brezhoneg. Panellerezh divyezhek a c’haller gwelet aliesoc’h-aliesañ hag e mirdioù zo e vez heñcherien·ezed a oar brezhoneg enne evel e mirdi Breizh Roazhon, pe mirdi an arzoù-kaer e Kemper da skouer. Ar gartenn glok gant an holl lec’hioù gweladennoù hentet e brezhoneg a gaver war lec’hienn ofis publik ar brezhoneg e traoñ ar bajenn.

Ober e brezhoneg 

Mont da staliaoua, bitellat komz ha lenn a c’halloc’h ober e-pad an hañv ivez.

Gant stal.bzh e vo posupl deoc’h kavout kenwerzhourien ha kenwerzhourezed da vrezhonegañ gante e forzh pelec’h e Breizh ! Ouzhpenn 500 stal zo bremañ enskrivet war o lec’hienn.

Spered an Natur e Kaodan a aoz penndevezhioù evit deskiñ bitellat e brezhoneg, d’ar 5 ha 25 a viz Gouere ha d’an 2 ha 22 a viz Eost. Gallout a reoc’h neuze deskiñ ober ur gleuzeur gant danvezioù adaozet pe deskiñ kalfichat koad ! Dav eo mirout ho plas en a-raok.

Kaozeadennoù e brezhoneg a vo gant Ti ar vro Landerne-Daoulaz evit en em gavout gant tud all. Aozet e vint en davarn Keltia e Landerne d’ar 6, d’an 20 ha d’ar 27 a viz Gouere.

Ar gevredigezh SKED e Brest a ginnig deoc’h dont da atalieroù lenn divyezhek d’ar Merc’herioù 15, 22 ha 29 a viz Gouere er stal levrioù Les enfants de Dialogues. Kit da selaou istorioù e brezhoneg ha beajiñ gant ar yezh !

Setu peadra da vakañsiñ e brezhoneg !

Darvoudoù all e brezhoneg zo raktreset evit an hañv ha n’emaint ket war al listenn ? Skrivit deomp !

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like