Dilezel a ray Bro-Leon, hag e verc’h, evit mont da gemer perzh el Lejion estren ha harpañ evel-se arme Ukraina a-enep d’ar Rusianed. Ronan Calvarin en deus respontet da c’houlennoù Dispak evit displegañ ar rag hag ar perag eus e ziviz*.
Dispak – Embannet hoc’h eus en un doare foran, war Facebook, d’ho mignon·ez·ed ha kerent e oa bet divizet ganeoc’h mont kuit da Ukraina da stourm. Perak eo bet divizet kement-mañ ganeoc’h ?
Disul e oan o sellet ouzh ar skinwel gant ma merc’h. Hag hi da c’houlenn ganin :
– Na’z peus ket c’hoant da vont ?
– Geo, met te zo amañ.
– Na rez ket bil, kae ma’z peus c’hoant.
Nebeut war-lerc’h em eus pellgomzet d’ar c’hannati. Roet eo bet din niverenn ar c’hoñsuldi. Skrivet em eus dezho d’ar Sul ha respontet eo bet din d’al Lun. Goulennet o deus diganin displegañ piv e oan ha petra em boa bet graet betek-henn. Un eil eus va « roll lez-varn » ha prouennoù eus va amzer soudard zo bet goulennet diganin ivez ». D’ar Meurzh o deus kadarnaet va zeuliad. Tapet e oan. Lavaret o deus din e tegemerent ac’hanon « adalek bremañ ». War o listenn emaon bremañ ha gouzout a ray poliserien an harzoù piv on p’en em gavin eno. Ma merc’h avat, da’m soñj, 14 vloaz anezhi, ne gompren ket re vat petra a c’hoarvez. Prometiñ dezhi distreiñ am eus bet da ober ! Lavaret em eus e rafen evel-just.
Piv oc’h c’hwi just a-walc’h ?
Ronan Calvarin on-me, 57 vloaz, eus Porsal. Adalek 1986 e oan bet eizh vloaz el lu gall, evel soudard e 501vet kirri-arsailh Rambouillet. E-pad tri bloaz on bet stummer evit ar re yaouank a zeue d’ober o servij soudard. Bet on eizh miz-pad e Yougoslavia en tokarnioù glas (soudarded Aozadur ar Broadoù Unanet) evit ober war-dro al logistik. Pa’z on distro em eus savet un davarn-sonadegoù e Porsal. Labouret em eus un tamm er gwerzhañ tiez a-raok reiñ lañs d’ar merk fent Paria. Ar sizhun dremenet em boa tapet va aotre-bleniañ war mekanikoù chanter. Lavaret em eus da Ukrainiz e c’hellin toullañ fozioù-difenn dezho !
Petra a vroud ac’hanoc’h da vont da Ukraina da vrezeliñ ?
Simpl eo ! Kregiñ a ra da vezañ re dost deomp. En em soñjet on war petra e oa ar gwellañ evit surentez Europa, Breizh, ha ma merc’h ? Petra a c’hoarvezo pa vo rannet Ukraina e daou pe aloubet penn-da-benn gant Poutin ha lakaet ur vargodennig gantañ e penn ar vro ? Eus an tu kleiz on-me kentoc’h ha pa vefen aet war-zu ar c’hreiz tamm-ha-tamm (ezel ar MoDem eo bet), ken dipitet e oan gant an tu kleiz. Biskoazh avat n’on bet evit gouzañv ar faskourien ! N’eo ket Ukrainia ur vro nazi. En dilennadegoù diwezhañ eo aet 1 % eus ar mouezhioù ganto nemetken. E Frañs ez a 35 % eus ar mouezhioù ganto !
N’hoc’h eus ket aon rak ar brezel ?
Kement-se zo bet goulennet diganin gant ur vignonez din. Arabat pennfolliñ tudoù ! Ral a wech on bet ken mat. Ankeniet e vezer a-raok kemer an diviz. Bremañ eo lañset an traoù. Ha gouzout a ran penaos e troio ar jeu ganin. P’en em gavin ne vo ket roet ur vailhonetenn din hag urzhiet din da vont d’an argad. N’eo ket tamm ebet er mod-se e vo.
Da gentañ eo ret din en em gavout eno. Ne vimp ket gwall bell eus kêr Lviv nag eus kannati Frañs. Ne c’hellan ket lavaret hiroc’h deoc’h evit poent. Kuzh eo an hent a vo kemeret ganeomp evit mont di. Sinet e vo ur gevrat gant an arme eno. Emezelañ a rin en arme en un doare ofisiel, el Lejion estren evit difenn tiriad Ukraina. En em gavout a rin eno ha lakaet e vo ar c’hallegerien eus un tu, ar saoznegerien eus un tu all, ar spagnolerien en un tu all c’hoazh. Ne ouzon ket petra a vo graet ganeomp evit ar poent. Ne vo ket aozet pep tra « ken buan ha lavaret chou d’ar yer ! ».
Petra a viot lakaet d’ober eno ?
Ne ouzon ket c’hoazh penaos e vimp implijet gant Ukrainiz da vat. Peseurt implij evit o c’hehentiñ ? Daoust hag-eñ e vo kemeret ar riskl ganto da gas ac’hanomp d’an emgann ? Evit poent ne ouzont ket re petra ober ganeomp. Dispaket e vo o strategiezh tamm-ha-tamm. N’eus ken nemet ur sizhun a-boan emañ ar Rusianed en Ukraina ha tri devezh zo eo bet krouet al lejion nemetken. Mont a ra buan-tre an traoù. Ul logistik pounner eo. Ret eo fiziout al labour-se e tud zo, kaout savadurioù, lojeiz. Hag evit pegement a dud ? Penaos boueta ac’hanomp ?
Ret e vo dezho gouzout petra a oar ober an estrenien a ya di, gouzout penaos frammañ anezho. Un aozadur pounner eo. Soñjit ‘ta ez 27 bro europat. Ma‘z eus 100 annezad dre vro o vont di e vimp 2700 dija. Ha ma‘z eus daou zen nemetken o tont eus ar c’hant departamant zo e Frañs e raio 200 den. Ret e vo reiñ bod ha boued dezho, aozañ ar bagadoù stourm. E gwirionez, ne ouzer ket tamm ebet pet a dud a yay du-hont, pet a dud a zo eno dija… Pep tra zo a chom da vezañ aozet.
Kaset e vo dafar ha boued ganeoc’h ?
Goulennet em eus digant Decathlon ha laouen e vefent da wiskañ ac’hanomp ha digant un embregerezh beajiñ ha tu a vefe kas ac’hanomp gant ur c’harr-boutin ha daou vlenier betek Ukraina. Posupl e vo kas fred, dafar ha boued er mod-se.
Breton·ez·ed all a yay ganeoc’h ?
Gwelet a rin ur paotr eus Gwaien, ha gwelet em eus unan all eus Sant-Pabu dija. Ur gamaladez din, Breizhadez anezhi, eus kreisteiz Frañs he deus c’hoant da vont ivez. Aozet e vo un emvod foran ganin e sal nevez Porsall disul. Displegañ a rin penaos mont, penaos e troio ar jeu… Pezh ‘zo, ne c’heller ket ober ur goulenn stroll. Ret eo d’an den a venn mont kas ur goulenn personel d’ar c’hoñsuldi. Ma‘z eus tud dedennet e vo dav dezho kemer un diviz kerkent evit kaout o faperioù dindan daou zevezh. Forzh penaos, ne vern ket nemeur din pegement a dud dedennet a vo o vont, mont a rin-me kuit a-benn digwener. Keloù a vo roet ganin, hag ar Vretoned all a zeuio war-lerc’h. Un deizlevr a vo skrivet ganeomp, gant un tamm fent ennañ, skeudennoù…
Ne c’houlennan ket digant den ebet dont da’m heul met mont a rin-me kuit, kousto pe gousto. Kemeret eo va diviz ganin. Evidon-me eo an hini mat. Sebezet-mik on gant Ukrainiz ha souezhet on gant o zrec’hadennoù ivez. Plijout a ra din o zro-spered. Forzh penaos, biskoazh n’on bet plijet gant an dud a bleg o fennoù. Meritañ a ra Ukrainiz ez afen da reiñ an dorn dezho. Ma vije bet Roumania em bije graet heñvel. Ar genaoueg all en deus c’hoant da adsevel un impalaeriezh. Goude-se e vo tro Jeorjia, hag all. C’hoant en deus da ledañ an distabilded dre ar bed, ha me am eus c’hoant da zegas va lod a-enep d’e dresoù foll.
*atersadenn Ronan Calvarin zo bet graet e galleg.