Biskoazh kement all ! Pell zo ne oa ket bet gwelet kement a dud bodet e straedoù kêrioù Breizh. E Roazhon e oa en em gavet 25 000 a dud kounnaret gant adreizh al leveoù c’hoantaet gant ar gouarnamant.
Diverrañ o deus graet ar bagadoù tud bodet war ar blasenn Charlez ar Gall e-pad meur a eurvezh. Hervez ar sindikadoù e oa deuet 25 000 den da embann o enebiezh ouzh reform al leveoù kinniget gant ar gouarnamant. “Boaz on da vanifestiñ met ar wech kentañ eo d’un toullad mignon·ezed ober harz-labour. Gourc’hemennoù da Vacron evit bezañ roet c’hoant dezho da zont er straedoù !” eme Geoffrey, leun a startijenn o welet kement all a dud o tibunañ. Ken stank ma oa ar vanifestadeg e oa diaes mont war-raok, goustadik ez ae an dud, a bazenn da bazenn. Mogedek e oa deuet da vezañ bali ar Frankiz, goude un nebeud eurvezhioù o vanifestiñ. Tan a oa bet plantet en ur c’harr-tan ha freuzet un nebeud prinistri-stal. War-boan an distrujoù bihan-se e oa chomet sioul-tre ar vanifestadeg.
Salud deoc'h holl ! Roet e vo keloù deus manifestadeg Roazhon hiriv.
Lañs vo roet deus an dibunadeg a benn nebeut a-enep da reform al leveoù ✊ pic.twitter.com/IbgpzZdPoN— Dispak (@Dispak_bzh) January 19, 2023
Difenn al leveoù
Ouzhpenn paotred ar mikroioù, o tispakañ luganoù hag arguzennoù a-enep da raktres foll ar gouarnamant, e oa un nebeud sonerien deuet gant o binviji. Jean-Felix, e daboulin staget gant ur gouriz, a sone a-gevret gant daou dalabarder hag ur biniaouer. Soner a-vicher, gant ur statud krog-diskrog eo egile hag ezel eus ar SBAM-CGT Arvest. “Me ‘meus gwelet ma zud skuizh ha fatiget e fin o buhez micherel. Diaes e vo mont betek 65 bloaz o labourat” emezañ.
“Me ‘meus gwelet ma zud skuizh ha fatiget e fin o buhez micherel”
Nepell anezhañ e oa Jonathan, gant e vanniel CGT Altran. A-enep krenn da raktres ar gouarnamant emañ. Hervezañ ne servij da vann daleañ oad termen ar vuhez vicherel. “Ne’z eus arguzenn poellek ebet evit astenn oad ar retred hag un toullad tud a vo koll, ar maouezed, ar re gant nebeut a arc’hant… ha kudenn labour ar re gozh a zo. Diaes eo kavout ul labour goude 50 vloaz ervat.” Eñ e-unan ne vo ket kastizet gant an adreizh, 62 vloaz eo ha war-nes mont kuit eus e embregerezh emañ. Amañ emañ a-gevret gant al labourerien ha labourerezed all.
“Marv eo ma zad-kozh gant un AVC pa oa c’hoazh war e labour blenier karr-boutin, a zisklêr Maiwenn, 24 bloaz, danvez-arzourez anezhi. 66 vloaz e oa ma zad-kozh ha moaien vije bet dezhañ lazhañ tud, ret eo e vefe moaien kemer e retred abretoc’h !” E beg an holl e oa ar pozioù-mañ, penaos labourat ha padout gant ur vuhez vicherel ken diwezhat ?
Anken an dazont
Elise Corcol ha Françoise Simon a oa ken fuloret all. E retred emañ an div vignonez ha deuet e oant da stourm evit “difenn hor gwirioù hag ar yaouankiz”. “Ouzhpenn kudenn al leve a zo, kudenn ar galloud prenañ zo ivez, hervez Françoise. Pep tra zo roet d’ar binvidien bremañ, faot ket dezho rannañ o milionoù. Da vare Sarko e veze lavaret labourit muioc’h evit gounit muioc’h, bremañ eo kentoc’h labourit muioc’h evit gwenneg ouzhpenn ebet.”
“Pa soñjer en dazont, gwir eo ‘neus ket kalz a spi”
Kounnar hag anken a oa ivez war spered Kevin, 34 bloaz, klañvdiour. “N’on ket kontant, un toullad traoù a ya a-dreuz en hor c’hevredigezh, ar retredoù zo un digarez evit manifestiñ. Mat eo diskouez omp fachet, hag embann sklaer hon dizemglev gant politikerezh ar gouarnamant. Gwelet a ran penaos eo aet war fallaat hor c’hoñdisionoù labour en ospital publik, un toullad klañvdiourien a gav dezho e reont fall o labour, kenseurted din oadet a dregont vloaz a gavan alies anezho o leñvañ… n’eo ket normal kement-mañ. Ha pa soñjer en ekologiezh… dav ‘vefe mont kalz buanoc’h. Pa soñjer en dazont, gwir eo ‘neus ket kalz a spi met derc’hel a ran gant va mousc’hoarzh memes tra. Dav eo d’an dud plantañ reuz ha reiñ lañs d’ar reveulzi !”